Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/317

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313


CONFERANÇ SANTEL.
Voar ar voyen da gundui ur vuez devot ha parfet.


DAouzec Tad eus an Desert en em assamblaz un devez evit conferi assambles voar ar moyenou da erruout er berfection. Cetu amâ o santimanchou, eus a bere pep Christen a ell ober e brofit, en ur ober reflexion varnezo, pe ous o medita.

1. Ar c’hossa eus an Tadou a gomsas ar c’henta, hac a lavaras : Abaoue ma em eus quiteet ar bed, em eus dispriget quement tra a so e mæs ac’hanon, evit clasq Doue ennon, ha quentre ma teu em speret ar sonch eus ar bed, er chasseàn hac er flastràn evel ur serpant.

Ha me, eme an eil evit en em excita d’ar ferveur, a lavar bemdez din va-unan : hirio eo hoc’h eus commancet da servicha Doue : hirio eo e commances da belerinaich, hac arc’hoas en achoui.

An drede a gomsas evellen : Quentre ma tihunan, ma speret a nich varzu Doue : goudese en em brosternàn d’an douar, en ur gonsideri ma fautou ha ma fec’hejou : saludi a ràn an Ælet santel, hac o fedàn da intercedi evidon. O veza grêt va feden,