Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
Meditationou.

ros a vezo hep drein, ar peoc’h hep bresel, hac ar vuez hep fin ! O Jerusalem celestiel, e pehini e canimp eternelamant ar C’hanticou caër eus a Sion ! Piou a allo caout poan o labourat, oc’h ouzout ez oc’h ar recompans eus e labourou ! Piou a revuso combati, o consideri ar gurunen a so preparet evit-àn !

Peguen dister ha peguen disprigeabl e cavàn-me madou an douar, pa sellàn ouz au Eê, ha pa gonsideràn ar madou eternel !