Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
Meditationou.

Ar Sænt o devoa ur guir volonte d’en em savetei ; o sonch hac o c’halon a oa en Eê ; hac an esperanç eus ar recompans a c’hortoent, a gresque bepret o c’houraich. Songeomp ive alies er Barados, sellomp ouz an Eê ; consideromp ar gurunen a so destinet deomp, hac en em santimp excitet muy-oc’h-muy da labourat evit e meritout.

Evit mont d’an Eê, evit beza Sant, ne d’ê quet absolumant necesser ober traou bras ha dreist-ordinal, mæs miret Gourc’hemennou Doue, hac en em acquita eus an deveriou eus ar stat da behini en deus hor galvet. Ha diez e quivit-hu quemense ? Hac e couste un dra benac deoc’h, pegueit e pado ho poan, ha pegueit ne pado quet ar recompans ? E guirionez, ha coustout a ell re, pa vez question da c’hounit un eürusdet eternel ? Quement a oufemp da ober na da souffr, eme c’hoas S. Paul, ne d’eo netra e comparseson d’ar gloar a so prometet deomp.

O va Doue, ha beza em bo-me un deiz an eur da dânva an douçder eus an eürusdet voar pehini e veditàn ? N’oc’h eus va c’hrouet nemet evit ar fin-ze, ha rei a rit din an oll moyenou necesser evit quemense. Ha revus a rin-me ar gurunen a offrit din ?

O Palæs caër a Zoue, e pehini pep tra so douç, ha netra c’huero, e pehini ar