Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
Meditationou.

ravisset bet’en Eê, en deus discleriet penaos speret an n’en deus quet comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re pere er c’har.

2. P. Considerit penaus ar Barados a so hon heritach, acquisitet deomp gant Jesus-Christ dre ar bris eus e Voad precius, mæs pehini cousgoude ne d’eo prometet deomp nemet dindan condition ma labourimp evit e obteni. Ar Barados a so ur recompans, ret eo eta e meritout dre al labour : ur gurunen eo, ret eo e gounit dre ar victor.

Avi hon eus ouz eürusdet ar Sænt, ha ne zepand nemet ac’hanomp beza un deiz ar pez ma int. Ar memes curunen pehini o deus-ii meritet, a so proposet deomp evit recompans eus hon labour : servicha a reomp ar memes Mæstr, beza hon eus ar memes Lesen, ar memes Aviel, mar fell deomp eta erruout er memes termen, heuliomp ar memes hent o deus-ii heuliet, imitomp o exempl, imitomp o vertuziou. N’en em excusomp quet voar hor sempladurez : ar Sænt a oa tud eveldomp, beza o devoa ar memes sourciou, ar memes tentationou, ar memes difficulteou eveldomp, hac exposet e oant d’ar memes dangerou ; cousgoude hep caout quen sicour na quen moyen d’en em savetei, nemet ar re hon eus ni hon-unan, ez-int erruet eürusasuant er porz eus ar silvidiguez.