◄ Meditation voar ar Maro maleürus | Meditation voar ar Maro eürus | Meditation voar ar Varn particulier ► |
Onsiderit peguen douç eo mervel da nep en deus bevet erfad.
Ar maro pehini a so quen terribl d’ar bec’herien, a so d’ar re just ur sujet bras a consolationou hac a joa.
Ar peoc’h eus o conscianç, an esperanç hac an desir da velet Doue en Eê, a ro dezo ur joa vras. Ar sonch eus o œuvrou mad ne d’ê quet evite ur sujet a vanite, mæs ur sujet a fizianç e misericord an Autrou-Doue, hac a ra dezo esperout penaus goude ma en deus grêt dezo quement a c’hraçou en o buez, n’o abandono quet en heur ar maro.
Doue eus e gostez o c’honsol, a ro dezo graçou caër, a laca en o ene ur feiz parfet, un esperanç ferm, ur garantez ardant, hac a ra dezo santout en o c’halon un douçder pehini a so un tânva eus a eürusdet an Eé.
Mervel a ràn, eme ur C’hristen mad en e heur diveza, mont a ràn da guitât an douar evit mont d’an Eê ; sortial a ràn eus va exil evit distrei d’am bro ; mont a ràn d’al lec’h a repos, d’ar Rouantelez a beoc’h, d’ar Palæs a c’hloar, mont a ràn da veza delivret eus a boaniou miseriou ar vuez-mâ ; ne vesin muy exposet da bec’hi nac en danger d’en em goll ; mont a ràn da velet ar pez biscoaz lagad n’en deus guelet, da glevet ar pez biscoaz scouarn ne deus clevet, da bossedi ur pez biscoaz speret an den n’en deus comprenet ; mont a ràn da velet ma Doue, d’e contempli, d’e garet na d’e veuli epad un eternite.
Peguen douç eo an heur diveza-ze da un ene mad, pehini a so bet sourcius d’en em brepari da vervel ha d’en em zerc’hel atau prest ! Peguen douç e quef ar maro nep en deus cunduet ur vuez christen, hac he zremenet en exerciçou a zevotion hac a garantez ! Penaus ne varfe quet contant an hini a varf Sant ?
Ne depand nemet eus ac’hanoc’h, va breur ha va c’hoar, caout un hevelep maro ; bevit evel ma o deus bevet ar re just, hac a varfot evel ma varf ar re just. Ar re just a veill varnezo o-unan, en em zalc’h atau voar evez, hac en em brepar bemdez d’ar maro, gant aon na vent surprenet. Grit evel-do, hac esperit penaus an Autrou-Doue dre e c’hraç hac e visericord n’oc’h abandono quer voar ho maro. Liquit evez ouz ar pec’het ; grit bremàn ar pez a garrac’h beza grêt pa viot voar ar poent da sortial eus ar bed-mâ ; grit œuvrou-mad ; ind-ii eo a vezo en deiz-ze ho consolation, ho pinvidiguez hac ho curunen.