Abrege eus an Aviel/Chapistr 66

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


AVIS.


MA n’hoc’h eus quet comprenet sclær avoalc’h ar method a oræson pe ar reglen d’e ober, lennit-hi c’hoas diou pe deir gueich, hac e comprenot bepret guelloc’h ; hac ho pet ar garantez d’he len ivez d’ar re n’o deus quet ar memes avantaich eveldoc’h da allout e ober o-unan.

EIL AVIS.


EVel adversour hor silvidiguez a glasq bepret hon distrei diouz ar mad, ne vanco quet da glasq ho tistrei dious an exerciç eus an oræson, hac e rai deoc’h caout meur a zigarez evit he dilesel, dre ma ane an avantajou bras a brocurro deoc’h. Mæs ne selaouit quet an aly hac an dromplerez-ze eus an drouc-speret ; ha mar ra e bossibl evit ho coll, gret eus ho coste ho possibl evit en em savetei, oc’h en em servicha eus ur voyen quer mad ha quer puissant evit assuri ho silvidiguez, evel ma ze ar Veditation. Pebes graçou na dennot-hu quet varnoc’h epad ho puez dre an exerciç santel-ze, ha pebes consolation na guefot-hu quet en heur eus ho maro ? En heur diveza-ze e carac’h beza grêt bemdez oræson, comancit eta eus a vremâ.

Ne guefot quet amâ a Veditationou evit Goueliou Nedelec, Gouel ar Rouane, Goueliou an Itron Varia, etc, cavout a reot e Levr buez ar Sænt Reflexionou evit an deiziou-ze pere a servicho deoc’h da sujet a oræson.