Abrege eus an Aviel/Chapistr 67

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Avis pe Avertissamant Preparation evit an Oræson pehini a dleer da ober e commançamant peb Oræson Conclusion eus an Oræson, hac a dleer da ober e fin pep Oræson   ►


PREPARATION
Evit an Oræson pehini a dleer da ober en commançamant pep Oræson.

Ne d’ê quet cousgoude necesser prononç ar c’homsou, mar quirit, e allot en em gontanti d’o lavaret interieuramant a galon.

Ar merq-mâ * pe ar Stereden pehini a guefot amâ, a sinifi penaus e tleit en em arreti eno un tamig, spaç ur Bater pe voar an dro, evit imprima dounoc’h a se en hoc’h ene ar virione-ze, pe evit excita muy-oc’h-muy ar santimanchou mad-ze en ho calon, Pa guefot diou Stereden **, en em arretit un draic bennac muy. Cousgoude heuliet quent e quemense ho tevotion hac ar mouvamant eus ar c’hraç.


VA Doue, me a gred parfet ema-oùn amâ en ho presanç, hac e velit bete ar santimanchou secreta eus va ene. *

Me hoc’h ador a greis va c’halon, hoc’h anaout a ràn evit va Autrou souveren a behini e tepandàn e pep tra, evit an amser hac evit an eternite.

Me a offr deoc’h, evit supplei d’am faourentez, an oll adorationou a rend deoc’h an Ælez hac ar Sænt en Eê, hac an Eneou santel voar an douar.

Piou oun-me evit en em bresanti dirazoc’h, va Doue, hac evit parlant ouzoc’h ! C’houi a so ar santelez memes, ha me ne doùn nemet ur pec’her.

Seliit a druez ouzin, va Doue, c’houi pehini n’hoc’h eus biscoas rebutet ur galon contristet hac humiliet.

Purifiet ma ene diouz quement a allo displijout d’ho Majeste, evit ma vezo guell disposet da receo ho craçou. **

Va Doue, disposit ma speret ha ma c’halon evit anaout ar pez a c’houlennit diguenè. Va disquit da ober ervad an oræson-mâ, evit ho cloar hac evit silvidiguez va ene ; disquit din ar pez a dleàn da c’houlen digueneoc’h, hac ar fæçon de c’houlen. *

Anaout a ràn ne veritàn netra, hac ez oùn indign eus ho faveuriou.

E meritou Jesus-Christ va Salver e lacaàn va oll fizianç, hac en ho madelez infinit, va Doue.

Guerc’hes Vari, ma Æl-mad, ma Fatron, pliget gueneoc’h intercedi evidon. **

Goude beza grêt evelse ho preparation, e lennot ur sujet pe ar matier eus ho meditation, hac e heuliot ar pez a so merquet amâ diaraoc er method a oræson, er bagen 278.