Abrege eus an Aviel/Chapistr 65

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Indulgeançou da berpetuite pe da viquen e faveur an Oræson Mental Instruction diveza, e pehini e cavo pep-unan ur voyen æzetoc’h c’hoaz ha berroc’h evit ober Oræson Avis pe Avertissamant   ►


INSTRUCTION DIVEZA,
E pehini e cavo pep unan ur voyen æzzoc’h c’hoas ha berroc’h evit ober Oræson, hac a ell servichout ispicial d’ar re ne ouzont quet lenn.


MA n’en em guivit quet instruet sufisamant dre ar method a oræson a so amâ diaraug, ha dre ar pez a so merquet e Levr an Introduction d’ar vuez devot na songit quet e ve un dra impossibl deoc’h ober oræson, ha na gollit quet couraich. Ne c’houlennàn digueneoc’h nemet un neubet a volonte vad, ha ma heuliot an avis a ràn amâ deoc’h. Mar er grit, e viot gant graç Doue capabl da ober oræson ha d’e ober ervad.

Da guenta, mar gouzoc’h lenn, n’hoc’h eus nemet lenn poset ar Veditation evel ma zeo merquet el Levr, oc’h en em arreti voar ar pez a raï muy a impression voar ho calon hac excita en hoc’h ene ar memes santimanchou devot a remercot.

Ma ne ouzoc’h quet lenn, e alfac’h martese songeal n’ho pe quet avoalc’h a speret hac a squiant evit ober oræson. Voar guemense e livirin deoc’h penaus en em blich an Autrou-Doue oc’h en em antreteni gant an eneou simpl hac humbl, ha penaus cals a simplicite a so un disposition guelloc’h evit ober oræson, eguet n’e d’ê cals a squiant !

Mæs lavaret a alfac’h c’hoas penaus na illit nemeur a veich clevet ul lectur devot evit ober ar sujet pe ar matier eus ho Meditation. Evit respont d’an difficulte-ze, hac evit miret n’ho pezo muy digarez ebet, e livirin deoc’h penaus commançamant an oræson a so bepret ar memes, da lavarat eo, e commancer pep oræson dre en em lacât e presanç Doue, ha dre c’houlen digantàn ar sclerigen hac ar c’hraç da ober un oræson vad.

Ar fin eus an oræson a so ive bepret ar memes, da lavaret ê, en ur achui pep oræson, e ranquer trugarecât Doue eus ar santimanchou mad en deus roet deomp enni, ha goulen digantàn an nerz hac ar gouraich da bratica ar resolution hon eus quemeret. Ne vezo quet diæz deoc’h derc’hel sonch a guemense.

Ne vanq deoc’h muy eta nemet gouzout voar betra e allot medita, hac e pe fæçon e rencot medita voar ar sujet ho pezo choaset. An dra-ze ne d’ê quet c’hoas diæz ; car da guenta, medita a illit voar Passion Hor Salver. Pa gonsiderot quement en deus souffret Jesus-Christ evit ho prena : o contempli neuse an excez eus e garantez evidoc’h, ha c’houi a ve ingrat avoalc’h evit revus dezàn ho carantez ? Excitet eta neuse en hoc’h ene ur garantez vras evit Jesus-Christ, ha guelit petra a reot evit renta dezàn carantez evit carantez : ne faut quet davantaich evit ober un oræson excellant. E meur a fæçon e aller medita voar Passion hor Salver ; hac ar pez am eus lequeet amâ ne d’ê nemet evit servichout da squêr ha da batron.

D’an eil, medita a illit voar ar Finvezou diveza, ar Maro, ar Varn, ar Barados hac an Ifern.

Peb-hini eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an Ilis a fournisso deoc’h ur sujet bras a veditation. Evel ar fin a dleer en em broposi en oræson, eo reformi e vuez, ar guella oræson eo an hini a ro deomp muy a horreur eus hor pec’hejou, ha muy a c’hoant d’o c’horrigea ; evelse e rêer ur Veditation vad, pa en em examiner mad. Oc’h en em arreti eta voar unan a Gourc’hemennou Doue e particulier, considerit petra a ordren ha petra a zifen ; quemense hoc’h eus clevet, hac a illit c’hoas da glevet er C’hatechis : considerit penaus eo ordrenet quemense deoc’h gant Doue, da behini e tleit obeissanç : considerit peguer just eo ar Gourc’hemen-ze, peguen avantajus eo, peguen æz da viret, ha peguer resonabl. Goudese examinit ha c’houi er mir, pe n’er miret quet : hac o velet ar fautou hoc’h eus grêt, excitet en hoc’h ene ur guir gueuz ha glac’har evit an amser dremenet, ha quemerit ur resolution gre d’e viret guell evit an amser da zont.

Ober a allot ive ho Meditation voar pep unan eus ar seiz Pec’het capital, o consideri ar valiç hac ar grevusdet eus ar pec’het-ze ; o consideri peguement e tisplich da Zoue ha peguen dommajus ê deoc’h ; oc’h en em examina goudese evel hoc’h eus guelet amâ voar Gourc’hemennou Doue. Grit cousgoude aliessoc’h ho Meditation voar an hini da beini e santit hoc’h eus muy a inclinationou.

Quemeret a illit c’hoas evit sujet a oræson unan bennac eus ar vertuziou quen Theologal, quen Cardinal ha Moral. Songit e petra e consist ar vertu-ze, hervez ma en desq c’hoas ar C’hatechis ; considerit pe seurt ræson hoc’h oblich da labourat evit e acquisita : considerit peguen agreabl ê da Zoue, peguen avantajus ê deoc’h : guelit pe seurt fautou hoc’h eus grêt a enep ar vertu-ze. Goulennit digant Doue pardon eus hoc’h infidelite, eus ho lachete, eus al lesireguez hoc’h eus bet, ha songit a be seurt moyen en em servichot evit pratica guell ar vertu-ze.

Pephini eus ar seiz goulen a rit da Zoue en Oræson Dominical pe er Pater, a fournisso deoc’h c’hoas ur sujet caër a veditation.

Pa reot hoc’h oræson voar an drede goulen, Ho polonte bezet grêt en Douar evel en Eê, grit evel ma reas hor Salver er Jardin Olivet. Lavaret a eure meur a veich d’e Dad Eternel ar c’homsou-mâ : Va Zad, ra vezo grêt ho polantez, ha non-pas va hini. Ne ouffac’h quet ober guelloc’h na caëroc’h oræson evit an hini en deus grêt Jesus-Christ. Songit eta e quement tra hoc’h afflich hac a ra poan deoc’h, hac en em soumetit gant ur resination barfet da volonte Doue. Mar hoc’h eus ur boan speret bennac, mar hoc’h eus nec’h pe un trubuil bennac, livirit en despet d’an oll repuignanç a santit : Va Salver, cetu ur c’halir c’huero da eva : me ho ped, mar d’e possibl, d’er pellaat diouzin, cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini me. Mar leverer drouc ac’hanoc’h injustamant, mar d’oc’h dispriget, mar d’oc’h persecutet, livirit : Va Doue, setu ur c’halir a gonfusion hac a vez a so presantet din ; me ho suppli mar deus moyen, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez bezet grêt, ha non-pas va hini. Mar d’ouc’h clàn, mar d’ouc’h paour, livirit : Va Zad ha va Doue, cetu ur c’halir anquennius ha tenn evidon ; me ho ped, mar d’ê possibl, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini. Peguer caër eo an oræson-mâ ! Peguer consolant ha peguen æz da ober !