Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 64

Eus Wikimammenn
◄   Method a Oræson, etc. Indulgeançou da berpetuite pe da viquen e faveur an Oræson Mental Instruction diveza, e pehini e cavo pep-unan ur voyen æzetoc’h c’hoaz ha berroc’h evit ober Oræson   ►


INDULGEANÇOU da berpetuite pe da viquen e faveur an Oræson Mental.


BENEAT Pap pevarzecvet eus an hano, d’hor Breudeur Venerabl Esqueb ha Preladet, Salut ha Benediction Apostolic.

Evel ne deus quet evit an dud pere o deus ar maleur da veza privet eus an entretien familier hac eus ar gommunication intim gant Doue, a voyen a guement a vez profitaploc’h dezo ha necesseroc’h evit receo e sclerigen hac e inspirationou, evit en em c’horren betec ennàn dre desirou devot ha fervant, evit en em unissa gantàn dre affectionou santel, evit operi o silvidiguez, eguet an oræson, pehini a so evel ur squeul misterius dre behini an ene en em c’horen eus an douar bete’n Eê, pehini a so un enclasq eus an traou celestiel, un desir eus ar madou invisibl, un union gant ar Speret-Santel, hac ur gonversation gant Doue ; evel a hent-all e tleomp caout aon rac ar maleur a behini e parlant ar Profet : An douar oll a so en un desolation horribl, abalamour ne antren den ennâ e-unan dre reflexionou serius : ez eo important-bras avertissa an oll dud fidel eus ar gourc’hemen pehini hon oblich da bidi bepret, evit, en ur bresanti san cess da Zoue hor pedennou hac oræsonou unisset gant hon actionou a c’hraç, ma pligeo gantàn sellet a druez ouzomp hac ober deomp santout an effejou douç eus e vadelez hac eus e visericord. Dreze ive ar Pabet diarauzomp, diriget gant ar Speret-Santel, o deus digoret Tensor an Ilis, evit inspira creoc’h a-se d’ar Gristenien fidel ar pratiq continuel eus ar beden, hac evit quemense o deus accordet meur a Indulgeançou.

Excitet hon-unan dre an exemplou meulabl eus hor Fredecessoret, e accordomp an Indulgeançou merquet amâ varlerc’h, e faveur ar re en em applico d’an exerciç eus an Oræson Mental, pe Meditation, evel ma zeomp d’he discleria.

Da guenta e accordomp Indulgeançou seiz vloas d’ar re a zesco en Ilisou pe e lec’h-all, e publiq pe e particulier, ar fæçon da bidi pe da vedita ; e pe fæçon bennac e ve, d’ar re n’er gouzont quet, evel d’ar re a assisto en Instructionou devot-ze, quellies guech ma ma recevint ar Gommunion santel gant ur speret a vir binigen, ha ma observint ar c’honditionou hon eus lavaret, da ouzout eo, disqui d’ar re ne ouzont quet ar fæçon da vidita, pe asista en Instructionou-ze.

Ouspen e accordomp Indulgeançou Plenier ur veich bep miz d’ar re a raï assidu an Instructionou-ze, ha d’ar re a asisto enno, pere gant ur speret a vir binigen a recevo ar Gommunion santel hac a offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation an Ilis Santel hor Mam. An Indulgeanç-mâ a allo beza gouneet d’ar choas ha d’ar gommodite eus a bep-unan, hac a allo beza appliquet d’an Eneou fidel decedet.

Accordi a reomp c’hoaz ur veich bep miz Indulgeanç Plenier d’ar re pere epad ur miz a raï bemdez un hanter-heur, pe da neubeta, ur c’hard-heur a oræson mental, pere e guirionez penitant, ha goude beza cofessaet o fec’hejou, a recevo ar Sacramant adorabl, hac offro da Zoue pedennou fervant evit an Union etre ar Brincet Christen, evit Extirpation an Herisiou, evit Exaltation hor Mam Santel an Ilis. Applica a allint ivez an Indulgeanç-mâ d’an Eneou eus ar Purgator, etc. Roet e Rom e Santes Mari Majeur, d’ar c’huezecvet a viz Querzu 1746, ar c’huec’hvet bloavez eus hor Fontificat,

Signet, CAJETAN AIMÉ.

Ar Bull-mâ a so bet publiet en Escopti-mâ er bloaz 1748.

An oll a ell gounit an Indulgeançou-mâ, pere a so eus ar re gaëra ha profitapla a so accordet biscoaz, hac a ouffet biquen da accordi ; car ne d’ê quet quen diez ober oræson, evel ma sonch da gals a dud, ec’his a velot en Instruction amâ varlerc’h, pehini ho pedàn c’hoas da lenn.