Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
Ar Guener ar Groas.

va Jesus, lamit ar yenien eus va c’halon, hac alumit en hi an tan eus ho carantez, evit ma lacaïn va oll joa d’ho trugarecât eus ar c’hras caër hac eus an donæson precius a rit din er gommunion santel.



Evit Guener ar Groas.
Meditation voar an Maro hor Salver.


COntemplit Jesus-Christ hor Salver adorabl o pignat voar menez Calvar, carguet eus e Groas ha curunet a spern. Arousi a ra an hent gant e voad, huanada a ra dindan ar boes eus e Groas.

Jesus en deus douguet e Groas, mar fell deoc’h beza e zisquib, e renquit en heulia en ur douguen hoc’h hini. Dre an hent-ze hebquen eo illit erruout en Eê.

Jesus a so disquennet eus an Eê voar an douar evit clasq ar groas ; ha c’hui, petra na rit-hu quet evit terc’het diouz ar c’hroasiou a zeu deoc’h eus an Eê ? Ah ! ma oufac’h ar faveur