Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
Ar Guener ar Groas.

a ra Doue deoc’h, pa ro deoc’h occasion da souffr un dra benac dre garantez evitàn, ho pe joa hac e teufac’h d’e drugarecât.

En em humiliet o velet ne illit anduri netra evit un Doue pehini en deus anduret quement evidoc’h. Acceptit eus a vremàn a galon vad an oll groasiou a bermeto Doue e errue gueneoc’h.

2 P. Contemplit ho Toue voar ar Groas ; en em arretit amâ un neubet evit consideri e zaouarn hac e dreit treuzet gant tachou evit consideri e voad o redec eus e c’houliou sacr. Contemplit Jesus ho tad, ho pastor, ho squêr, hoc’h esperans unic, o vervel e creiz ar c’hruela tourmanchou.

Mervel a ra dre garantez evidoc’h, mervel a ra evit rei deoc’h ar vuez, mervel a ra evit ho tilivra eus ar maro eternel.

Ha c’houi a oufe revus dezàn ho carantez ? Ha c’houi a ve quen ingrat d’er c’hrucifia a nevez en ho calon dre ar pec’het ?