An heaul a gollas e sclerigen pa varvas Jesus, ar voal eus an Templ a rogas e daou-anter, an douar a grenas, ar vein a fraillas ; ha beza e viot-hu caletoc’h hac insansiploc’h evit ar c’herrec ?
Goëlit, eneou innoçant, gant an Itron Varia ha S. Yan ehars troad ar Groas ; Jesus en deus sacrifiet e vuez dre garantez evidoc’h.
Goëlit, pec’herien penitant, gant Mari-Madelen : ho pechejou a so caus eus a boaniou ha maro Jesus-Christ.
Goëlit, pec’herien obstinet, goulennit misericord gant al laër deou ; Jesus a ressuscito leun a c’hloar, beza e vezo Barner ar re veo hac ar re varo. Ma ne brofitet quet eus e Bassion, ho quervel a raï un deiz dirac e Dribunal, evit goulen ouzoc’h ræson eus e Varo ; rac-ze ma ne fell quet deoc’h en em goll, en em brosternit d’e dreit, goulennit digantâ pardon eus ho pec’hejou, goulennit ar c’hras eus ho conversion ; hac evit satisfaction eus e Varo a behini ez oc’h caus, prometit