Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/106

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
Ar Guener ar Groas.

dezàn d’e servicha hiviziquen gant fidelite, bete mervel dre garante evintâ gant ar sicour eus e c’hras. An amser-mâ a so propr evit en em gonvertissa : Doue a scuill e c’hraçou gant abondans en deiz santel-mâ.

O c’houi, piou benac a vec’h, adorit Jesus-Christ voar ar Groas, deut d’e drugarecât da veza souffret ar maro evit rei deoc’h ar vuez, ha livirit dezàn.

O va Jesus, ansao a ràn ez oun coupaploc’h evit ar Yuzevien : me eo, sioaz din ! me va-unan eo, ma fechejou eo o deus ho lequeet en ur stad quen truezus. Me ho suppli dre ar goad precius hoc’h eus scuillet evidon, da reï din gouir glac’har ha contrition.

Ra varvin gueneoc’h, va Salver, ra varvin d’an drouc-speret, ra varvin da garantez ar bed, ra varvin din va-unan. Ya, ô va Jesus maro dre garante evidon, mervel a ràn hirio dre garante evidoc’h, d’ar pec’het-ze, d’ar goal inclination-ze e pehini n’em eus bevet nemert re, siouz din !