Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
An drede Sul

Disfiziout a ràn-me muy ac’hanon va-unan ?

Sourciussoc’h oun-me da gaout recours ouz Doue dre ar beden, ha resista a ràn-me gant muy a gouraich ouz va goal-inclinationou ha tentationou an drouc-speret ?

O va Doue, evit en em viret diouz an affeil er pec’het, me a guemer hirio ar resolution da renons a grenn d’an occasionou pere a so bet quer maleürus evidon. Conservin a rin ive doun em c’halon ar memor eus ho misericord hac eus ar vadelez hoc’h eus bet da bardoni din ma fautou tremenet, ha labourat a rin gant muy a sourci da vortifia ha da drec’hi va goal inclinationou ; mæs roït din, me ho supli, an nerz har ar gouraich a bere am eus ezom.



Evit ar pavare Sul eus ar C’hoarais.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS o veza gant e zisqubien voar ur menez en tu all da vor Galile, hac o velet ur foul a bobl o tont d’e