Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
eus ar C’hoaraïs.

quet e veac’h en assurans evit beza e chasseet eus ho calon dre ar binigen, ober a raï e oll bossibl evit antren adarre. Eil remed, pellaït diouz an occasionou, hep fiziout voar ho nerz na voar ho resolutionou. An drede, songit aviziou, ispicial pa viot tentet, er bromeseaou hoc’h eus grêt d’ho covesour ha da Zoue ; songit er vadelez a Zoue da veza ho pardonet deja meur a veich : penaus e oufac’h-hu neuse caout ur galon ingrat avoalc’h evit e offanci a-nevez !

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha songet mad am eus-me biscoas er maleur da behini on em exposet dre an affeil er pec’het ?

Goude beza bet o coves ha recevet digant Doue ar pardon eus va fec’hejou, ne vevàn-me quet evel pa ne ve muy danger ebet ividòn ? Ha sourcius oun-me da bellât diouz an occasionou dangerus ?

Beza ez oun-me humploc’h, o voelet va sempladurez ha va fragilite ?