heul, a behini e oa vardro pemp mil den, a c’houlennas hac e oa bara avoalc’h evit rei da zibri d’an oll bobl-ze. Respontet voe dezàn ne voa nemet pemp bara hey ha daou besq. Ordren a reas d’ar bobl asea ; hac o veza roet e venediction voar ar pemp bara hac an daou besq, e roas d’an oll quement hac a zesirent. Goude ma o devoa finisset da zibri, e lavaras d’e zisquibien destum ar restajou, evit ne aje netra da goll, ha carga a rezont daouzec paner eus an tamou restet. Ar bobl-ze o velet ar miracl en devoa grêt hor Salver, a fallas dezo e lacaat da Roue, mæs en em retira a eure diout-o.
Ne deus netra ræsonaploch, netra avantajussoc’h evidomp, netra agreaploc’h da Zoue, eguet lacaat hon oll fizianç en e Brovidanç divin.
Considerit da guenta penaus ne