Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
Ar bevare Sul

deus netra ræsonaploc’h eguet esperout gat fïzans e roï Doue deomp ar pez a so necesser evit antreteni hor buez. Doue pehini a vag al laboucet eus an Eê, ne abandono quet e vugale. Hor c’haret a ra, anaout a ra hon necessiteou, ha prometet en deus e fournisso deomp hon oll ezomou.

Un den a fiz e yec’het en ur Medicin, e broces en un Avocat, hac e vuez, mar deo dall, en ur c’hrouadur : hac e raëm-ni difficulte d’en em abandoni etre daouarn Doue ?

Hac e vec’h paour, hac e vec’h carguet a vugale, a afferio hac a zle, hac e vec’h abandonet gat an oll, esperit ur sicour assuret eus an Eê, mar en em adressit da Zoue gant ur gouir fizians. Doue en em blich oc’h hor sicour pa vemp dibourvez a bep sicour-all. Pa seblant pep tra disesperet, neuse e tleomp esperout muya, car er ranconjou-ze eo e ra miraclou, evel ma en deus grêt e faveur ar bobl pehini en heulias en desert. Ma sonchemp mad, e velfemp peguen alies