Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/89

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
eus ar C’hoaraïs.

en deus grêt Doue deomp santout an effejou dous eus ur brovidans special varnomp.

D’an eil, ne deus netra gouell evidomp, eguet lacât hon oll fizians e Doue. Peguen eürus eo nep en em abandon d’e brovidans, hac en em repos voar e vadelez ! Netra n’en troubl, cousquet a ra e creis an tourmant, abalamour ma oar eo Doue e bilot, e dad, e bastor, e refuich hac e brotecteur. Doue ive en em interes en e oll afferiou, Doue a ro e venediction da guement a ra hac a antrepren, pourvei a ra d’e oll necessiteou ha dousaat e oll boaniou.

D’an drede, ne deus netra agreaploc’h da Zoue eguet ar fizians hon eus ennàn ; car dre eno e anaveomp hac e c’hlorifiomp e vadelez, e furnez, e buissans. Netra ne douich muy hor c’halon eguet ar fizians a zisquezer caout ennomp : jugeomp evelse eus a Zoue.

Examinomp hor c’halon, guelomp ha ni hon eus ur fizians dign eus a vadelez an Autrou Doue.