Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
Meditationou.


MEDITATION.
Voar ar Varn particulier.


COnsiderit penaus an ene, querquent a ma zeo separet diouz e c’horf, ha so presantet dirag Jesus-Christ ar Barner souveren, evit beza juget ha receo e setanç pehini a zecido eus e eürusdet pe e maleur eternel hervez e œuvrou mad pe fall.

Pebes spont evit ur pec’her, pa vezo digoret al levr eus e gonscianç, e pehini e velo sclær an oll pec’hejou en deus grêt adalec an usaich a ræson bete fin e vuez, ar goall songesonou e pere en deus en em bliget, an desirou fall en deus bet, ar goall gomsou en deus lavaret, al leoudouet, ar mallozou, ar blasfemou, ha quement action criminel en deus commetet, an injustiçou, an usurerez, an impurete, ar gassoni, ar vangeanç.

Renta a renco ouspen cont eus ar mad a dlee da ober, ha pehini n’en devezo quet grêt, pet gueich en devezo negliget d’en em acquita eus e zeveriou a Gristen, hac eus an obligationou eus e stat ; pet gueich en devezo manquet da bratica an œuvrou a visericord hervez e c’hallout, etc.

Goulennet a vezo oun-tàn cont eus an usaich en deus grêt eus e vadou, eus ar pez en deus impliet e dispignou foll, e vaniteou, en dibauch.