Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/309

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
305
Meditationou.

vesin muy exposet da bec’hi nac en danger d’en em goll ; mont a ràn da velet ar pez biscoaz lagad n’en deus guelet, da glevet ar pez biscoaz scouarn ne deus clevet, da bossedi ur pez biscoaz speret an den n’en deus comprenet ; mont a ràn da velet ma Doue, d’e contempli, d’e garet na d’e veuli epad un eternite.

Peguen douç eo an heur diveza-ze da un ene mad, pehini a so bet sourcius d’en em brepari da vervel ha d’en em zerc’hel atau prest ! Peguen douç e quef ar maro nep en deus cunduet ur vuez christen, hac he zremenet en exerciçou a zevotion hac a garantez ! Penaus ne varfe quet contant an hini a varf Sant ?

Ne depand nemet eus ac’hanoc’h, va breur ha va c’hoar, caout un hevelep maro ; bevit evel ma o deus bevet ar re just, hac a varfot evel ma varf ar re just. Ar re just a veill varnezo o-unan, en em zalc’h atau voar evez, hac en em brepar bemdez d’ar maro, gant aon na vent surprenet. Grit evel-do, hac esperit penaus an Autrou-Doue dre e c’hraç hac e visericord n’oc’h abandono quer voar ho maro. Liquit evez ouz ar pec’het ; grit bremàn ar pez a garrac’h beza grêt pa viot voar ar poent da sortial eus ar bed-mâ ; grit œuvrou-mad ; ind-ii eo a vezo en deiz-ze ho consolation, ho pinvidiguez hac ho curunen.

Grit bremâ ho resolution.