Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
307
Meditationou.

Eno o vezo examinet ar mad memes pehini en deus goall-grêt, ar c’hovisionou-ze heb ur guir gontrition hac heb cenchamant, an Oferennou clevet hep devotion, ar pedennou lavaret hep attantion.

Eno e vezo rebechet dezàn an inspirationou mad, ar graçou, ar moyenou a silvidiguez en devoa bet, hac a bere n’en deus guet profitet.

Renta a rei cont non pas hepquen eus e bec’hejou, mæs c’hoas eus a bec’hejou ar re-all, a bere e vezo bet caus dre voal ali, pe dre voal exempl, pe en ur fæçon benac-all.

Considerit pebes spont, pebes anquen, bebes disesper a santo ur pec’her pehini en em velo contraign da anzao ar virione eus ar rebechou hac an accusationou grèt en e enep, pehini ne allo en em excusi e fæçon ebet, ha pehini en em varno hac en em gondaono e-unan.

Erfin Doue o veza prononcet e setanç, e commanço e eternite maleürus.

Considerit an dallantez eus an darn-vuya eus an dud pere a sonch quen neubet er gont terribl o devezo da renta da Zoue en heur ma varvint. Ar brassa Sænt o deus crenet gant spont rac jugeamant an Autrou-Doue ; pebes aon eta ne dleomp-ni quet da gaout, ni pec’herien !

Songeomp alies e comparissimp un deiz