Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
An eil Sul

neuse e ve ive muy a Suliou goude ar Pantecost, da lavaret eo etre ar Pantecost hac an Azvent. Mar gu’erru eta Sul ar Septuagesim goude an eil, pe an drede, pe ar bevare, pe ar bempet Sulvarlerc’h ar Rouane, e reot ar Veditation merquet evit Sul ar Septuagesim, hac e tremenot ar re all, pere o devezo o flas goude an drede Sul varn-uguent varlerc’h ar Pantecost, hervez ma ê merquet eno.



Evit an drede Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


PA antree Jesus er Guær a Gafarnaom, ur Centenier, da lavaret eo un Officer peini a gommande var gant soudart, a yeas d’e gavout hac a lavaras dezàn : Salver, beza em eus ur servicher clàn em zy, hac a souffr ur boan diremed. Jesus a respontas : mont a rin d’y, ha me er pareo. An officer a replicas : ne veritàn quet, va Salver, e antreac’h em zy ;