Abrege eus an Aviel/Chapistr 72

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Meditation. Ha salvet e vezin-me ? Meditation voar ar Pec’het marvel Meditation voar ar Maro maleürus   ►


MEDITATION.
Voar ar Pec’het Marvel.


COnsider, va ene, petra eo ar Pec’het Marvel. Ma sonches mad peguer grevus ha peguen horribl eo, ne gretes biquen e gommeti, ne oufes quet memes songeal ennàn hep horreur.

Pec’hi marvelamant, eo disprijout Doue, disprijout Jesus-Christ, hac en em goll e-unan.

1. P. Commeti ur pec’het marvel, eo disprijout Doue, car terri e Lesen eo, ober un dra eo control d’e volonte ha d’e Gourc’hemennou. Doue a zifen touet, difen a ra drouc-prezeg, difen a ra al laëronci, an impurete, ar vevinti, ha dindan boan a zaounation : ouspen, Doue a so presant partout ; guelet ha clevet a ra oll. Mar grêt eta en e bresanç ar pez a zifen, ha ne d’eo quet disprijout e autorite ? a ne d’eo quet discleria en effet ne sourcier quet nac eus e Varados pehini a bromet, nac eus an Ifern a behini e c’hourdrous ? Caret guell contanti e inclinationou direglet, caret guell plijout d’ar bed ha senti ouz an drouc-speret, pehini a incit d’an drouc eguet respeti Doue pehini en difen ? O insolanç, o impiete !

2 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo disprijout Jesus-Christ, car en em c’hret eo Den dre garantez evidon ; en em rentet en deus suget d’an oll miseriou eus ar vuez-mâ, evit rei din exempl eus ar pez a dleàn da ober evit gounit ar Barados ; souffret en deus tourmanchou estrainch evit satisfia evit va fec’hejou hac obteni din graçou a silvidiguez. Ne doùn-me quet obliget da garet ur vadelez quer bras ? Ne dleàn-me quen ober un dra benac evit an hini en deus grét ha souffret quement evidon ? Ma en deffe un den grêt evidon ar c’hanvet eus ar pez hoc’h eus-hu grêt, va Salver, e tleffen e garet ha disquez dezàn va anaoudeguez. Mæs allas ! petra am eus-me grêt evidoc’h ? Elec’h songeal ennoc’h, elec’h ho caret, elec’h profita eus hoc’h exempl hac eus ho craçou, em eus grêt ar c’hontrol beo : rentet am eus inutil an oll poaniou ho poa quemeret evidon, rejetet am eus ar graçou ho poa meritet din, abandonet am eus va ene ha va silvidiguez, evit pere ho poa quement labouret. Ah ! disquiantet ma oùn ; ah ! ingrat, penaus e creden-me comparissa dirazoc’h en heur ar maro evit beza barnet ? Petra a respontin-me d’ar rebechou a reot din ?

3 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo en em goll e-unan. Pa em eus commetet ar pec’het, em eus quiteet Doue renoncet em eus d’e servich, en em rentet em eus esclaf an drouc-speret. Pebes cenchamant eus ur Mæstr quer mad pehini en devoa recompansou quer caër da rei din, en un tyrant quer cruel pehini n’en deus nemet tourmanchou da bartagi guenê ! Gouzout a ren penaos ur pec’het hepquen a ree din coll graçou-mad va Doue hac ar guir a allen da bretandi er Barados, ha penaus am rente coupabl eus an Ifern, ha couscoude em eus èn commetet ; n’am eus-me quet grêt evel pa em bize signet va c’hondaounation, hac evel pa em bize lavaret : n’emaoùn quet e sourci na gant ar Barados na gant an Ifern, nemet ma contantin va inclination. E petra e songen-me, maleürus ! Ma vizen maro er stat-ze, pelec’h e ven-me bremàn ? O dallantez !

O va Doue, pa zisplich quement deoc’h ar pec’het, inspirit din an oll horror a dleàn da gaout anezàn. Grit ma reparin dre ur guir binigen an offançou am eus commetet en hoc’h enep. Resolvet oùn, gant ar sicour eus ho craç, da bellaat dious an occasionou a so bet quer maleürus evidon, ha da resista ouz va goall inclinationou gant muy a gouraich evit pa ve question da goll va madou, enor ha va buez.