Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 45

Eus Wikimammenn
◄   Evit ar 7 sul goude ar Pantecost Evit an 8 sul goude ar Pantecost Evit an 9 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an eizvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’e Zisquibien : un den pinvidic en devoa ur receour pehini a voe accuset dirazàn da veza goall distribuet e vadou. Ar receour maleürus-ze o velet penaus ne alse quet beva goude ma vize lamet digantàn e garg, en em resolvas d’en em ober mignonet gant pere e vize recevet mad. Guervel a eure ar re a oa dleourien d’e Vestr, hac e c’houlennas diouto peguement a dlient d’o Autrou : cant baril eol a dleàn, eme uuan : cetu aze, eme ar receour, an oblich hoc’h eus grêt d’an Autrou, quemirit-èn, ha grit un oblich a hantercant baril hepquen. Goudeze e c’houlennas ouz un all : ha c’houi, petra dleit-hu ? Cant muzur guiniz, emezàn : quemerit ho pillet, eme ar receour, ha grit ur billet a bevar-uguent. An Autrou o veza clevet quemense, ne allas quet en em viret a veuli ar finessa hac an habilete eus e receour. Evelse, eme hor Salver, bugale ar bed a so abiloc’h ha sourciussoc’h en o afferiou, evit ne d’eo bugale ar sclerigen.

Sant Lucas, Ch. 16.
Meditation. Sourciussoc’h oump hac acquetussoc’h en hon afferiou temporel, evit ne deomp en affer hor silvidiguez.

Considerit petra a ra an darn vuya eus an dut evit dont a benn eus o afferiou, evit destum madou, evit ober o fortun, evit gounit ur proces, evit procuri o frofit pe o flijadur, ne songeont nemet e quemense, ne barlantont nemet a guemense, clasq a reont ar moyenou ar re sura, hac o impligea a reont gant ardeur heb en em rebuti evit an difficulteou a guevont, ha quemense evit ur mad a netra, evit ur vogueden a enor, evit ur blijadur eus ur moment.

O peguement a vanq n’hon eus-ni ar memes ardeur evit ar madou eternel ! Peguement a faut n’hon eus-ni ar memes sourci eus a affer hor silvidiguez ! Peguen neubet a reomp-ni evit en em savetei e compareson d’ar pez a ra tud ar bed evit en em goll !

Mæs heb sellet ous ar re all, songit petra hoc’h eus-hu grêt hoc’h-unan bete vrema evit ho silvidiguez.

Ha songet hoc’h eus-hu memes biscoas a berfetet en affer eus ho silvidiguez hac er voyen d’e ober ? Cousgoude an importanta hac an necessera eo eus hoc’h oll afferiou ; hoc’h affer unic eo pehini a c’houlen hoc’h oll attantion, hoc’h oll amser, hoc’h oll buez. Ac’hano e depand hoc’h eürusdet pe ho maleur éternel. Ne d’oc’h lequeet gant Doue er bed, nemet evit e servicha hac en em savetei. Petra serviche deoc’h beza gouneet ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ?

Ha beza hoc’h eus-hu ur guir volonte d’en em savetei, ur volonte ferm, constant ha courajus, pehini a ra trec’hi an oll difficulteou ha resista ouz adversourien ar silvidiguez, ar bed, ar c’hiq hac an drouc-speret ?

Buez ur Christen a so ur bresel continuel, ret eo eta combati bepret. Rouantelez an Eê a so ur recompans, ret eo e gounit : ur gurunen eo, ret eo he meritout.

Na songit quet, pec’her ha pec’heres, ho pezo evit netra ar pez en deus coustet quement a boan hac a zaëlou da un infinite a Sænt goude ur vuez divlam hac innoçant.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha consideri a ràn-me va silvidiguez evel ma affer principala ha necessera ?

Songeal a ràn-me alies en eternite ? Songeal a ràn-me bemdez am eus ur Barados da c’hounit, hac un Ifern da evita ?

Allas ! ma ne ràn va silvidiguez, n’em eus grêt netra er bet-mâ : impliget am eus heb profit ebet va amser, va yec’het, va buez : collet am eus va ene, collet am eus pep tra.

O va Salver, c’houi penini hoc’h eus un desir quen ardant eus hor silvidiguez, c’houi pehini hoc’h eus souffret bete ar maro, evit hor savetei, na bermetit quet e renten inutil evidon ho souffrançou dre va negligeanç da brofita eus a c’hraç ar Redamption pehini hoc’h eus meritet deomp.

Grit ma considerin bepret va silvidiguez evel an importanta eus va oll afferiou.

Ma c’hreaït er resolution a guemeràn da resista ouz adversourien va silvidiguez, da renonç d’an drouc-speret ha d’e dentationou milliguet, d’ar c’hiq ha d’e inclinationou disordren, d’ar bed ha d’e blijadurezou maleürus.