Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
goude ar Pantecost.

ver, ha ma allin esperout ho clevet-hu o prononç em faveur an arret diveza a brononçot e faveur ar re predestinet : Deut, tud beniguet gant va Zad, deut da bossedi ar Rouantelez a so preparet deoc’h ; car beza em eus bet naoun ha c’houi hoc’h eus roet din da zibri ; beza e oan e noaz, ha c’houi hoc’h eus va guisquet ; beza e ouan clàn, ha c’houi hoc’h eus va bisitet ; beza e oan estranjour, ha c’houi hoc’h eus va loget.



Evit ar seizvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’e Zisguibien : ur vezen vad a zoug frouez mad, hac ur vezen fall ne zoug nemet frouez fal. Ar vezen pehini ne zoug quet a frouez mad, a vezo troc’het ha taulet en tàn. Ar re a zeu d’am guervel, Autrou Doue, Autrou Doue, ne antreint quet oll e Rouantelez an Eê : ne antreo ennàn nemet ar re a raï bolonte va Zad pehini a so en Eê.