Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/194

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
Ar c’huec’hvet Sul

Ne implijàn-me quet e traou inutil, e braventeou, er c’hoari, en davarn ar pez a soulache meur a baour ?

Pa roàn an alusen, ha rei a ràn-me a galon vad, o consideri Jesus-Christ e personaich ar paour ?

Reglit hoc’h alusennou hervez ho madou. Gouelit petra a dleit da rei bep bloaz, pep sizun, pep deiz, d’an hini digant pehini e esperit pep tra, ha da behini e tleit hac ho madou hac ho puez.

O va Salver ha va Doue, digueneoc’h eo am eus recevet quement mad am eus, ha va oll madou a so muy deoc’h eguet din-me. Ordren a ret din partagi gant ar re baour lod eus ar pez am eus bet digueneoc’h, ha ma assuri a ret e talc’hot evel roet deoc’h hoc’h-unan ar pez am bezo roet dezo : discleriet hoc’h eus penaus rei d’ar paour, eo rei deoc’h-hu, ha penaus revus ar paour, eo ho revus-hu memes. Me ho considero eta bepret er beaurien, o va Salver, evit ma vezin carantezussoc’h aze en o c’hen-