Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
goude ar Pantecost.

o devezo he greet. Eürus, eme hor Salver, eürus ar re visericordius, abalamour ma obtenint o-unan misericord.

Ouspenze an alusen a denn mil benediction voar an dut charitabl, voar o zieguez, voar o afferioü, voar o loenet, voar o douar. Guelet a reont o madou o crisqui etre o daouarn : pep tra a brosper ganto.

Ar bara a roas Jesus-Christ d’ar bobl paour, pehini en devoa e heuliet en desert, a gresque hac en em vultiplie e dorn an Ebestel, dre ma en roent dezo.

An alusen pehini a lequeer e dorn ar paour, a so un had pehini a dauler en douar, ha pehini a rapport cant evit unan.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Soulagi a ràn-me ar beaurien ? Ha truez am eus-me outo ?

Rei a ràn un alusen bennac, mæs ha rei a ràn-me hervez va gallout, rei a ràn-me quement ha ma tlefen da rei hervez Doue ?