Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
Ar c’huec’hvet Sul

iit d’o bisita pa vezint clàn, iit d’o c’honsoli, rentit dezo ar servich a zepand ac’hanoc’h, livrit dezo ur goms vad bennac ; ho paourente n’ho tispans quet eus al lesen a garante.

Bezet charitabl (eme ar Patriarch Tobii d’e vap) mar hoc’h eus cals a vadou, roït cals, mar hoc’h eus neubet, roït a galon vad lod eus an neubet hoc’h eus.

2 P. Considerit ar mad a brocur an alusen. Da guenta, contribui a ra cals d’ho purifia eus hor pec’hejou, en ur obteni deomp ar c’hraç eus hor c’honversion ; peguement a Sænt a dle ar c’hraç-ze d’ho alusennou ha da bedennou ar beaurien !

D’an eil, Jesus-Christ a zalc’h evel grêt dezâ e unan, an alusen a roomp dre garante evitàn d’ar paour ; hac hon assur penaus ur banne dour hepquen roet abalamour dezàn, ne chomo quet hep recompans.

D’an drede, an alusen a vezo en heur ar maro ur sujet bras a fizianç er visericord eus a Zoue, evit ar re