Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
goude ar Pantecost.

quet d’e accomplissa evit beza reprouvet : hac evit ma er c’hredot parfet, chelaouit ar rebech terribl a raï ar Barner souveren d’ar bec’herien, hac ar setanç diveza a brononço en o enep : En em retirit diouzin, tud milliguet, iit d’an tàn eternel, ha perac Salver ? Abalamour ma em eus bet naoun, ha n’hoc’h eus quet roet din da zibri ; clàn oun bet, ha n’hoc’h eus quet ma bisitet ; beza ez oan e noaz, ha n’hoc’h eus quet roet din a zillat.

Mar hoc’h eus recevet digant Doue madou gant abondanç, n’en deus quet o roet deoc’h evit o frodiga e vaniteou hac e dispignou inutil, nac evit ober tenzoriou, mæs evit o ranna gant ar beaurien, hervez an urz eus ar garante pehini en deus etablisset. Ne dleit derc’hel evidoc’h nemet raesonablamant hervez Doue ; ar pez a so ret hervez ho stat hac ho condition ; an nemorant a so tra ar paour.

Mar d’oc’h paour hoc’h-unan, sicourit ar re-all er fæçon ma allot :