Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
Ar seizvet Sul

avoalc’h evit acquisita ur Rouantelez eternel, ur vuez, un eürusdet, ur gloar immortel ?

O va Doue, distaguit va c’halon diouz an traou crouet. Grit din disprijout an douar, desirout ar madou celestiel, ha labourat da veritout an Eê dre va œuvrou mad.



Evit an eizvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’e Zisquibien : un den pinvidic en devoa ur receour pehini a voe accuset dirazàn da veza goall distribuet e vadou. Ar receour maleürus-ze o velet penaus ne alse quet beva goude ma vize lamet digantàn e garg, en em resolvas d’en em ober mignonet gant pere e vize recevet mad. Guervel a eure ar re a oa dleourien d’e Vestr, hac e c’houlennas diouto peguement a dlient d’o Autrou : cant baril eol a dleàn, eme uuan : cetu aze, eme ar receour, an