Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
goude ar Pantecost.

oblich hoc’h eus grêt d’an Autrou, quemirit-èn, ha grit un oblich a hantercant baril hepquen. Goudeze e c’houlennas ouz un all : ha c’houi, petra dleit-hu ? Cant muzur guiniz, emezàn : quemerit ho pillet, eme ar receour, ha grit ur billet a bevar-uguent. An Autrou o veza clevet quemense, ne allas quet en em viret a veuli ar finessa hac an habilete eus e receour. Evelse, eme hor Salver, bugale ar bed a so abiloc’h ha sourciussoc’h en o afferiou, evit ne d’eo bugale ar sclerigen.

Sant Lucas, Ch. 16.
Meditation. Sourciussoc’h oump hac acquetussoc’h en hon afferiou temporel, evit ne deomp en affer hor silvidiguez.

Considerit petra a ra an darn vuya eus an dut evit dont a benn eus o afferiou, evit destum madou, evit ober o fortun, evit gounit ur proces, evit procuri o frofit pe o flijadur, ne songeont nemet e quemense, ne barlantont nemet a guemense, clasq a