Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
goude ar Pantecost.

mæs hac ober a ret-hu quement ha ma tleit hervez ho callout ? Rei a ret an alusen, ma ha rei a rit-hu hervez ho moyen hac ho madou ?

Sourci hoc’h eus da bidi Doue pep mintin ha bemnos, mæs e bidi a rit-hu gant ar respet hac an attantion requis ?

Beza hoc’h eus ur certen nombr a zevotionou da bere hoc’h fidel bemdez ; mæs ha sourci a guemeret-hu eus tud ho ty, d’o c’helen, d’o instrui, da veilla voarnezo, da rei dezo exempl vad ?

Ne garrac’h quet ober gaou ous den, mæs ha sicour a rit-hu ho nessa evel ma carrac’h beza sicouret hoc’h-unan ma vec’h en e blaç ?

Em heur diveza e carren beza grêt cals a œuvrou mad. Neuse e carren heza bet neubetoc’h a sourci d’en em avanç er bed, ha labouret muy evit an Eê ; mæs allas ! n’am bezo neuse nac an amser nac ar gallout. Perac eta n’er gràn-me quet bremâ, pa allàn ? Ah re a allàn-me da ober, nac