Abrege eus an Aviel/Chapistr 50

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit an 12 sul goude ar Pantecost Evit an 13 sul goude ar Pantecost Evit an 14 sul goude ar Pantecost   ►

Evit an trizecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o vont da Jerusalem a rancontras dec den lôr, pere a grie : Jesus hor Mæstr, ho pezet truez ouzomp. Iit d’en em zisguez d’ar Veleyen, a lavaras dezo Jesus-Christ : Pa oant en hent evit e ober, en em guefsont pare. Unan anezo, quer buan ha ma en em santas yac’h, a zistroas voar e guiz evit trugarecât hor Salver, pehini a lavaras neuse, ne d’ind-ii guet pare o dec ? Pelec’h eta ema an nao all ! Ne deus nemet unan hac a ve deut da renta gloar da Zoue.

Sant Lucas, Ch. 17.
Meditation voar an anaoudeguez-vad e quenver Doue.

1 P. An obligation hon eus da drugarecât Doue evit e oll madelezou.

2 P. E pe fæçon e tleomp disquez dezàn hon anaoudeguez-vad.

Considerit ar mad infinit en deus grêt Doue deoc’h evit compren an
obligation hoc’h eus d’e drugarecat ha da renta dezàn actionou a c’hras.

Ho crouet en deus evit ho renta eternellamant eürus gantàn, ho prenet en deus, ho suportet en deus en amser ma voac’h e mæs eus e c’hras, roet en deus deoc’h ar spas da ober pinigen ; pet gras, pet inspiration santel ne ro-èn quet bemdez deoc’h ? Ne deus moment ebet e pehini ne ra deoc’h ur mad bennac. An neuheta tra a dleit eta da ober, eo e drugarecât ha disquez dezàn hoc’h anaoudeguez.

Pa en deus un den grêt ur mad bennac evidoc’h, pe rentet deoc’h ur servich bennac, hoc’h eus sourci d’e drugarecât ; ha mar ho pe disonget d’e ober, ho pe ur certen poan ha mez goudeze. Na dleit-hu quet caout da neubeta ar memes attantion hac ar memes sourci da drugarecat an Autrou-Doue evit an donæsonou a ra deoc’h ?

Mar displich an ingrateri d’an dud, ne zisplich quet neubetoc’h da Zoue. An ingrateri hon rend indign eus e
faveuriou, ha a zisec’h ar sourcen eus e c’hraçou. Goulen a ret martese abaoue pel amser ur c’hras bennac digant Doue, hep he obteni : mæs liquit evez na ve e punition eus hoc’h ingrateri a ziaguent e refus bremâ deoc’h ar pez a c’houlennit digantâ ; commancit eta dre e drugarecat eus ar graçou en deus grêt deja deoc’h, hac e velot dre experians penaus trugarecât Doue eus ur c’hras, eo meritout graçou nevez. 2 P. Considerit penaus, evit disquez da Zoue hoc’h anaoudeguez-vad, e tleit, da guenta, ober alies reflexion voar e vadelez, voar e brovidanç, voar e garante evidoc’h. D’an eil, anaout hac anzao ez eo digantàn hoc’h eus recevet an oll madou hac an oll avantachou hoc’h eus, ha raporti dezàn an oll gloar anezo. D’an drede, ober un usach mad eus ar graçou hac eus ar madou hoc’h eus bet digantàn. D’ar bevare, caout carante evitàn hac e servicha gant fidelite. Pebes carante n’ho pe-hu quet evit ur mignon fidel pehini
en defe ho sicouret, ho proteget e pep occasion, hac exposet memes e vuez evit savetei hoc’h hini ? Mæs petra eo quemense e comparæson d’ar pez en deus grêt ho Salver adorabl evidoc’h !
Reflexion voarnomp hon-unan.

Pet graç am eus-me recevet digant Doue, heb em be songet d’e drugarecât ?

Ha songet am eus-me biscoas a barfetet da drugarecât Doue d’am beza crouet evit beza eternellamant eürus gantàn en e c’hloar ?

E drugarequeet am eus-me da veza roet din e Vap uniq evit beza va redamptor ha va Salver ?

E drugarequeet am eus-me eus ar graçou-all, quen general quen particulier, am eus recevet digantàn ?

Pe sort usaich am eus-me grêt eus ar madou, eus ar speret, eus an nerz am eus bet digant Doue, n’am eus-me quet avisiou en em servichet anezo evit e offansi ! O cruela ingrateri !

O va Doue, grêt hoc’h eus muy evidòn evit n’am bize credet esperout, ha ne heanit morse oc’h ober vad din. Va buez a dlefe beza un action continuel a c’hraç : e pep amser e tlefen meuli hac exalti ho madelez, ho providanç hac ho misericord em andret ; mæs da neubeta ne vanquin quet bep mintin ha bemnos d’ho trugarecât eus ho madelezou gant an oll ferveur hac an oll anoudeguez possibl ; ha consideri a rin bepret an donæsonou hac an avantachou am eus recevet digueneoc’h, evel ur voyen roet din ganeoc’h evit va alya, va angagi ha va obligea d’ho caret ha d’ho servicha, ha d’en em sanctifia va-unan dre an usaich mad anezo.

Act a Drugarez.

Me ho trugareca, va Autrou ;
Eus hoc’h oll madelezou,
D’am beza crouet, conservet,
Prenet, en Ilis recevet.

Chetu aze ar graçou general hon eus recevet oll digant Doue ;

peb-hini a dle anaout ar graçou particulier en deus recevet.