Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 51

Eus Wikimammenn
◄   Evit an 13 sul goude ar Pantecost Evit an 14 sul goude ar Pantecost Evit an 15 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an bevarzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


NE illit quet servicha daou Væstr, eme hor Salver. N’en em liquit quet e poan da ouzout a belec’h ho pezo peadra d’en em vaga ha d’en em visca. Ho Tad Celestiel pehini a vag gant quement a sourci al laboucet eus an Eê, a bourveo ac’hanoc’h eus an traou-ze oll. Clasquit da guenta Rouantelez Doue, servichit Doue ervad, hac ho pezo quemense tout gant abondanç.

Sant Vaze, Ch. 6.
Meditation. Nep a servich Doue ervad, n’en devezo dienez a netra

Considerit penaus an Autrou-Doue dre e vadelez a fell dezàn ober gueneomp ur gondition pehini a so avantajus-bras evidomp ; goulen a ra hepquen digueneomp ma lacaïmp hon oll sonch hac hon oll sourci d’e servicha, hac én e-unan en em oblich da gaout sourci ac’hanomp, ha da fournissa deomp hon oll ezomou. Petra a ellomp-ni da zesirout guell ? Na dleomp-ni quet receo gant joa ha gant anaoudeguez-vad ur gondition quer mad evidomp ?

Liquit eta bepret ho studi d’en em acquita eus ho tever e quenver Doue, ha n’ho pêt quet aoun e vanque deoc’h ar pez a so necesser evit beva hac evit en em antreteni. Doue a so ho Tad, anaout a ra hoc’h ezomou, ha muy a vadelez en deus evidoc’h evit ne illit da gompren. Un tad quer mad hac èn a oufe abandoni e vugale en o necessite ?

Bezet fidel, a lavare ur Pap santel da ur Rouanes, bezet fidel da ober ar pez a c’houlen Doue digueneoc’h, grit afferiou Doue, ha Doue a raï afferiou ho Rouantelez. Lavaret a allàn ive evelse deoc’h : servichit mad an Autrou-Doue, ha Doue a bourveo ac’hanoc’h : queit ha ma viot fidel d’e servicha, e allot lavaret gant fizianç evel ar Profet : Doue en deus sourci ac’hanon, ne vanco netra din.

N’en em nec’hit quet evit an amser da zont ; ne velot quet martese an amser-ze : perac eta en em dourmanti inutilamant ? Ha memes, caër ho pe songeal ha sourcial, caër ho pe evessaat ha beilla, caër ho pe labourat ha poania, netra ne brospero, ma ne ro Doue e venediction d’ho labour ha da guement a antreprenot.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ma c’henta ha ma frincipala sourci hac en so da servicha Doue ha da labourat evit an Eê ? Regli a ràn-me voar quemense va oll actionou ?

Va brassa studi n’ef-èn quet da ouzout penaus e vevin ha petra a rin er bed-mâ ?

Ne zilesàn-me quet servich Doue, an Ofiç divin, evit ober ma afferiou temporel ?

Epad ma fedennou memes, va speret n’ef-èn quet alies muy occupet eus an tyeguez evit eus a Zoue ?

O va Doue, goulen a ret diguenê ma clasquin da guenta ha dreist pep tra ho Rouantelez, goulen a ret ma labourin evit ar Barados pehini eo ho Rouantelez ha va heritaich, goulen a ret ma quemerin ar voyen evit erruout eno, da lavaret eo, e cunduen ur vuez santel ; Mæs evidòn-me quen eguet evidoc’h eo e c’houlennit quemense, ha ma assuri a ret penaus mar er gràn, em assistot em oll necessiteou, quen temporel quen spirituel.

Ha beza e vezin me quen diræson ha quen disquiant evit revus an offr carantezus a ret din, hac a so oll em frofit hac em avantaich ?

Va Doue, grit dre ho craç n’am bezo hivisiquen quen sourci nemet an hini d’ho servicha bepret gant muy a fidelite.

Va Doue, abandoni a ràn etre ho taouarn, va c’horf ha va ene, va buez ha va afferiou, hac esperout a ràn e pourveot d’an oll ezomou quen temporel quen spirituel.