Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288
Instruction

dispriget, mar d’oc’h persecutet, livirit : Va Doue, setu ur c’halir a gonfusion hac a vez a so presantet din ; me ho suppli mar deus moyen, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez bezet grêt, ha non-pas va hini. Mar d’ouc’h clàn, mar d’ouc’h paour, livirit : Va Zad ha va Doue, cetu ur c’halir anquennius ha tenn evidon ; me ho ped, mar d’ê possibl, d’er pellaat diouzon ; cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini. Peguer caër eo an oræson-mâ ! Peguer consolant ha peguen æz da ober !



AVIS.


MA n’hoc’h eus quet comprenet sclær avoalc’h ar method a oræson pe ar reglen d’e ober, lennit-hi c’hoas diou pe deir gueich, hac e comprenot bepret guelloc’h ; hac ho pet ar garantez d’he len ivez d’ar re n’o deus quet ar memes avantaich eveldoc’h da allout e ober o-unan.

EIL AVIS.


EVel adversour hor silvidiguez a glasq bepret hon distrei diouz ar mad, ne vanco quet da glasq ho tistrei dious an exerciç eus an oræson, hac e rai deoc’h caout meur a zigarez evit he dilesel, dre ma ane an avantajou bras a brocurro deoc’h. Mæs ne selaouit quet an aly hac an dromplerez-ze eus an drouc-speret ; ha mar ra e bossibl