evit e acquisita : considerit peguen agreabl ê da Zoue, peguen avantajus ê deoc’h : guelit pe seurt fautou hoc’h eus grêt a enep ar vertu-ze. Goulennit digant Doue pardon eus hoc’h infidelite, eus ho lachete, eus al lesireguez hoc’h eus bet, ha songit a be seurt moyen en em servichot evit pratica guell ar vertu-ze.
Pephini eus ar seiz goulen a rit da Zoue en Oræson Dominical pe er Pater, a fournisso deoc’h c’hoas ur sujet caër a veditation.
Pa reot hoc’h oræson voar an drede goulen, Ho polonte bezet grêt en Douar evel en Eê, grit evel ma reas hor Salver er Jardin Olivet. Lavaret a eure meur a veich d’e Dad Eternel ar c’homsou-mâ : Va Zad, ra vezo grêt ho polantez, ha non-pas va hini. Ne ouffac’h quet ober guelloc’h na caëroc’h oræson evit an hini en deus grêt Jesus-Christ. Songit eta e quement tra hoc’h afflich hac a ra poan deoc’h, hac en em soumetit gant ur resination barfet da volonte Doue. Mar hoc’h eus ur boan speret bennac, mar hoc’h eus nec’h pe un trubuil bennac, livirit en despet d’an oll repuignanç a santit : Va Salver, cetu ur c’halir c’huero da eva : me ho ped, mar d’e possibl, d’er pellaat diouzin, cousgoude ho polontez ra vezo grêt, ha non-pas va hini me. Mar leverer drouc ac’hanoc’h injustamant, mar d’oc’h