Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
Instruction

Oc’h en em arreti eta voar unan a Gourc’hemennou Doue e particulier, considerit petra a ordren ha petra a zifen ; quemense hoc’h eus clevet, hac a illit c’hoas da glevet er C’hatechis : considerit penaus eo ordrenet quemense deoc’h gant Doue, da behini e tleit obeissanç : considerit peguer just eo ar Gourc’hemen-ze, peguen avantajus eo, peguen æz da viret, ha peguer resonabl. Goudese examinit ha c’houi er mir, pe n’er miret quet : hac o velet ar fautou hoc’h eus grêt, excitet en hoc’h ene ur guir gueuz ha glac’har evit an amser dremenet, ha quemerit ur resolution gre d’e viret guell evit an amser da zont.

Ober a allot ive ho Meditation voar pep unan eus ar seiz Pec’het capital, o consideri ar valiç hac ar grevusdet eus ar pec’het-ze ; o consideri peguement e tisplich da Zoue ha peguen dommajus ê deoc’h ; oc’h en em examina goudese evel hoc’h eus guelet amâ voar Gourc’hemennou Doue. Grit cousgoude aliessoc’h ho Meditation voar an hini da beini e santit hoc’h eus muy a inclinationou.

Quemeret a illit c’hoas evit sujet a oræson unan bennac eus ar vertuziou quen Theologal, quen Cardinal ha Moral. Songit e petra e consist ar vertu-ze, hervez ma en desq c’hoas ar C’hatechis ; considerit pe seurt ræson hoc’h oblich da labourat