Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285
evit ober Oræson.

meret. Ne vezo quet diæz deoc’h derc’hel sonch a guemense.

Ne vanq deoc’h muy eta nemet gouzout voar betra e allot medita, hac e pe fæçon e rencot medita voar ar sujet ho pezo choaset. An dra-ze ne d’ê quet c’hoas diæz ; car da guenta, medita a illit voar Passion Hor Salver. Pa gonsiderot quement en deus souffret Jesus-Christ evit ho prena : o contempli neuse an excez eus e garantez evidoc’h, ha c’houi a ve ingrat avoalc’h evit revus dezàn ho carantez ? Excitet eta neuse en hoc’h ene ur garantez vras evit Jesus-Christ, ha guelit petra a reot evit renta dezàn carantez evit carantez : ne faut quet davantaich evit ober un oræson excellant. E meur a fæçon e aller medita voar Passion hor Salver ; hac ar pez am eus lequeet amâ ne d’ê nemet evit servichout da squêr ha da batron.

D’an eil, medita a illit voar ar Finvezou diveza, ar Maro, ar Varn, ar Barados hac an Ifern.

Peb-hini eus a c’hourc’hemennou Doue ha re an Ilis a fournisso deoc’h ur sujet bras a veditation. Evel ar fin a dleer en em broposi en oræson, eo reformi e vuez, ar guella oræson eo an hini a ro deomp muy a horreur eus hor pec’hejou, ha muy a c’hoant d’o c’horrigea ; evelse e rêer ur Veditation vad, pa en em examiner mad.