len digueneoc’h, hac ar fæçon de c’houlen. *
Anaout a ràn ne veritàn netra, hac ez oùn indign eus ho faveuriou.
E meritou Jesus-Christ va Salver e lacaàn va oll fizianç, hac en ho madelez infinit, va Doue.
Guerc’hes Vari, ma Æl-mad, ma Fatron, pliget gueneoc’h intercedi evidon. **
Goude beza grêt evelse ho preparation, e lennot ur sujet pe ar matier eus ho meditation, hac e heuliot ar pez a so merquet amâ diaraoc er method a oræson, er bagen 278.
Mar quirit, e prononçot ar c’homsou, ha mar quirit, o lavarot a galon hepquen. Ar fæçon diveza-mâ a ve, a gredàn, ar guella.
E ho trugareca, va Doue, a greiz va c’halon, eus ar sclerigen, eus an inspirationou santel, eus ar santimanchou mad, eus au oll graçou a so pliget gueneoc’h rei din en oræson-mâ.
Me en em offr deoc’h antieramant-oll, o va Doue, evit ho servicha gant fidelite, gant guir garantez.