Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
Preparation

Pa guefot diou Stereden **, en em arretit un draic bennac muy. Cousgoude heuliet quent e quemense ho tevotion hac ar mouvamant eus ar c’hraç.


VA Doue, me a gred parfet ema-oùn amâ en ho presanç, hac e velit bete ar santimanchou secreta eus va ene. *

Me hoc’h ador a greis va c’halon, hoc’h anaout a ràn evit va Autrou souveren a behini e tepandàn e pep tra, evit an amser hac evit an eternite.

Me a offr deoc’h, evit supplei d’am faourentez, an oll adorationou a rend deoc’h an Ælez hac ar Sænt en Eê, hac an Eneou santel voar an douar.

Piou oun-me evit en em bresanti dirazoc’h, va Doue, hac evit parlant ouzoc’h ! C’houi a so ar santelez memes, ha me ne doùn nemet ur pec’her.

Seliit a druez ouzin, va Doue, c’houi pehini n’hoc’h eus biscoas rebutet ur galon contristet hac humiliet.

Purifiet ma ene diouz quement a allo displijout d’ho Majeste, evit ma vezo guell disposet da receo ho craçou. **

Va Doue, disposit ma speret ha ma c’halon evit anaout ar pez a c’houlennit diguenè. Va disquit da ober ervad an oræson-mâ, evit ho cloar hac evit silvidiguez va ene ; disquit din ar pez a dleàn da c’hou-