Abrege eus an Aviel/Chapistr 59

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit ar 21 sul goude ar Pantecost Evit ar 22 sul goude ar Pantecost Evit ar 23 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an eil Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


AR Farisianet a gassas tud da gaout hor Salver evit e surpren en e gomsou, en ur c’houlen out-àn hac èn oa ret pêa an tribut da Cesar. Jesus oc’h anaout o goall intantion, a lavaras dezo : perac e clasquit-hu va surpren ? Disquezit din ar mony a roer evit an tribut. Ar re-mâ o veza presantet dezàn ur pez arc’hant, Jesus a c’houlennas : Imaich piou eo a so merquet amâ ? Imaich Cesar eo, emind-y. Neuse e respontas dezo : rentit eta da Zesar ar pez a so da Zesar, ha da Zoue ar pez a so da Zoue. Admira a rezont e respont hac en em denzont.

Sant Vaze. Ch. 22.
Meditation voar ar pez a dleomp da Zoue, hac ar pez a dleomp d’an nessa.

Considerit penaus ez oc’h da Zoue ha quement tra hoc’h eus. Doue eo en deus ho crouet, Doue eo ho conserv, ha digantàn eo e teu hoc’h oll madou.

Roet en deus deoc’h ur speret evit e anaout, ur memor evit caout sonch anezàn, ur galon evit e garet, ha nerz evit e servicha. Raporti a dleit eta dezàn hoc’h oll actionou hac an oll affectionou eus ho calon. Ur servicher ne dle labourat nemet evit e vestr. Da biou eo dleet frouez ur vezen, nemet d’an hini en deus hi plantet ?

Renta a dleit da Zoue actionou a c’hraç evit e oll madelezou ha donæsonou.

E garet a dleit dreist quement tra so, ha beza disposet da vervel quent evit displijout dezàn.

Clasq plijout da Zoue hac accomplissa e volonte, e veuli hac e adori, a dle beza ho studi epad hoc’h oll buez. Ma ne illit quet beza occupet bepret d’e adori, songit da viana ur penn bennac eus an dez da veuli ha da exalti e berfectionou infinit, e c’hrandeur, e buissanç, e justiç, e furnez, e vadelez, e visericord.

Desirit ma vezo Doue anavezet, caret, servichet, meulet ha glorifiet gant an oll ; ha contribuit da guemense hervez ho callout, da viana dre hoc’h exempl-vad ha dre ho pedennou.

2 P. Rentit da Zesar ar pez a so da Zesar ; rentit d’ho superioret quen ecclesiastiq quen temporel, ar respet, an enor, an obeissanç a dleit dezo.

Tretit gant pep honestis ar re a so eus ho renq pe eus ho condition ; bezet serviabl ha carantezus en o andret.

Sicourit ha protegit ar re a so iseloc’h pe disteroc’h evidoc’h ; bezet douç ha patiant e quênver an oll : ret eo caout patiantet evit beva ervad gant pep sort tud.

Roït bepret exernpl vad d’ho nessa ; pidit evit-àn, ha pratiquet an œuvrou a visericord en e andret hervez ho commodite.

Grit evit Doue an oll vad a reot d’ho nessa : er fæçon-ze en ur renta d’an nessa ar pez a so dleet dezàn, e rentot er memes amser da Zoue pez a dleit ive dezân.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Fidel oùn me da renta da Zoue ar pez a dleàn dezâ ? Clasq a ràn-me e pep tra plijout da Zoue hac ober e volonte ? Raporti a ràn-me dezàn va oll actionou ? Aba ma oùn voar an douar, peguement a amser am eus-me roet da Zoue ? Peguement amser a roàn me pep devez da Zoue ?

Ha sourcius oùn-me da renta d’am nessa ar pez a dleàn dezâ ?

E pet occasion n’oùn-me quet manquet da ober vad d’am nessa, da renta servich dezàn, d’e sicour, d’e gonsoli, d’e asista en e necessiteou corporel ha spirituel ?

Va Doue, c’houi hoc’h eus va c’hrouet, roet hoc’h eus din ar vuez ha quement mad am eus, ha ne heanet oc’h va c’harga a c’hraçou hac a zonæsonou. Va oll buez ne ve quet re evit ho trugarecât eus ho madelezou ; he implija oll am bize dleet d’ho caret, d’ho meuli ha d’ho servicha. Mæs allas ! an neubet a reflexion am eus grêt voar an obligationou infinit am eus deoc’h, a so bet caus eus va neubet a anaoudeguez-vad hac eus va neubet a garantez evidoc’h. Pardonit din va neglijanç ha va ingrateri. Me a guemer hirio ar resolution da ober, da viana ur veich an dez, reflexion voar ar graçou general ha particulier am eus recevet digueneoc’h, evit en em excita d’ho caret ha d’ho servicha gant muy a ferveur. Hac evel ne allàn quet caout ur guir garantez evidoc’h, va Doue, ma n’em eus ive carante evit va nessa, en em broposàn, gant ar sicour eus ho craç, da veza carantezussoc’h en e andret ha d’e asista en e ezomou.