Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
An unnecvet Sul
vuràn-me quet, pa stourm un dra bennac ouzon, pa zigouez guenê un drouc bennac, ur goall affer, ur c’holl, un humiliation bennac ?
Ha ! va ene, a beguement a sourciou inutil, a jagrin hac a boan na vês-de quet quyt, ha pequen eürus. a vês-de, ma ne zesirres nemet ar pez a fell da Zoue !
O va Doue, ho polonte ra vezo bepret va hini. Disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h, roït din ar pez a blijo gueneoc’h, me a recevo pep tra eus ho torn hac ho meulo a bep tra ; ra vezo grêt ho polonte, ha non pas va hini. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn etre ho taouarn.
Evit an daouzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.
N Doctor eus al Lesen o veza goulennet ouz Salver ar bet petra a dlie da ober evit beza salvet, e