Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
goude ar Pantecost.

Peguer consolant eo ar songeson-ze ! comprenit-hi en hoc’h afflictionou, hac e viot souden consolet.

Renoncit d’ho polonte propr, ha desirit ma vezo accomplisset bepret bolonte Doue voarnoc’h ; e lavaret hac e c’houlen a ret bemdez er Bater : Ho polonte bezet grêt en douar evel en Eê ; mæs marteze el livirit-hu gant neubet a attantion ha neubet a frouez. Commancit eus a vremâ d’e lavaret gant muy a sincerite ha muy a fizians.

Goulennit alies digant Doue, ispicial en traou important, ar c’hras da anaout e volonte ha d’e heulia.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha beza am eus-me ur soumission parfet da volonte Doue ?

En em gontanti a ràn-me eus ar stad e pehini oun lequeet gant Doue ?

En em resina, en em soumeti a ràn-me d’e volonte pa ve control an amser, pe erru ur goall vloavez ?

N’en em glemàn-me quet, ne vur-