bermission, ha quement a ra a so grêt mad.
Doue pehini a vêl an amser da zont evel an amser bresant, a oar petra so necesser deomp ha petra eo ar guella evidomp. Doue a so hon tad, hac un tad carantezus pehini ne bermet netra a guement na ve profitabl evit hor silvidiguez. Just eo deomp eta en em abandoni d’e brovidanç, en em soumeti d’e volonte, ha receo a galon vad quement a blich gantàn da rei deomp, ar c’hlenvet evel ar yec’het, ar baourente evel ar binvidiguez, an afflictiou evel ar gonsolation.
An den santel Job o veza collet e vadou bras hac e oll vugale, o veza ouzpenze affliget gant ur c’hlenvet estrainch, en em gonsole e-unan en ur lavaret : Doue en devoa o roet din, Doue en deus-y lamet diguenê ; ra vezo meulet e hano. Livirit eveldàn pa erruo gueneoc’h ur boan, ur c’holl pe un drouc bennac : Doue eo en deus permetet ar c’holl-mâ, an affliction-mâ : Doue ra vezo meulet.