respontas dezàn : petra so scrivet el Lesen ? Scrivet eo, eme an Doctor : caret a reot Doue a greis ho calon, hac ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Grit guemense, eme hor Salver, hac e vefot. Jesus a lavaras dezàn goudeze : ur Samariten o veza rancontret voar hent Jerico un den blesset ha pillet gant al laëron, en devoe truez, outàn, e lacât a eure voar e varc’h, hac e gondui a reas d’an hostaliri, e pe lec’h en devoue sourci anezàn hac e reas e banci, ha pêa a eure evitàn. Iit, eme neuse hor Salver d’an Doctor, ha grit evelse d’ho nessa.
1 P. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen a ra Doue deomp d’en em garet an eil eguile.
2 P. E pe fæçon e tleomp en em garet evit miret ar Gourc’hemen-mâ.
Considerit penaus ez oump oll breudeur ha c’hoareset : beza hon eus