Abrege eus an Aviel/Chapistr 7

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Evit ar sul quenta goude ar Rouane Evit an eil sul goude ar Rouane Evit an drede sul goude ar Rouane   ►


Evit an eil Sul goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS hac e zisquibien, hac an Itron Varia a voe pedet da un eured er Guer a Gana e Galilee. Carga a reas a c’hraçou an dud nevez, hac ober a eure ur miracl en o faveur, o ceinch an dour en ur gouin excellant.

Sant Yan, Ch. 1.
Meditation var an disposition requis evit ober un dimizi eürus ha santel.

Considerit da guenta ez eo ret caout ur vocation legitim, da lavaret eo, ret eo beza galvet gant Doue d’ar stad-ze. Ne aparchant nemert ouz Doue, eme ar Profet, disposi eus hor

fortun. Da Zoue eo d’hon lacaat er stad hac er gondition a bligeo gantàn, ha non pas deomp d’e choas hon-unan.

Darn a so galvet gant Doue da zimisi, darn da chom er bed heb dimizi, lod so galvet da antren er c’houenchou, lod all evit beza tud a Ilis.

Mar quemerit ar stad pehini a so destinet deoc’h gant Doue, e vevot contant ennàn, hac e vezo æz deoc’h ober ho silvidiguez. Mæs mar choasit ur stad da behini ne doc’h quet galvet, ne guefot nemert displijadur er vuez-mâ, hac e viot en danger bras d’en em goll, abalamour Doue ne d’eo quet obliget da rei deomp graçou special evit trec’hi an difficulteou a so en ur stad e pehini e vemp en em angaget a enep e volante.

Abars eta en em angagi e stad a briedelez nac e stad-all ebet, goulennit alies digant Doue dre bedennou fervant ar sclerigen evit anaout an hini en deus destinet deoc’h. Examinit an
obligationou hac an difficulteou eus a bep stad ha guelit ha c’hui so capabl d’en em acquitta ervad eus an obligationou-ze.

Quemerit c’hoas cusul digant ur c’hovesour pe un directeur mad. Chelaouit an avisou fur a roï deoc’h ho querent, mæs chelaouit muy c’hoas mouez an Autrou-Doue eguet hini ho querent. Ma ne doc’h quet galvet gant Doue d’ar stad a broposont deoc’h, hac ind-ii a roï deoc’h graçou evit en em savetei ennàn ? Hac ho tenna a raint-ii eus an ifern, pa viot en em brecipitet ennàn evit plijout dezo ?

Goude beza goulennet sclerigen digant Doue ha quemeret avis ho Tirecteur, mar gouelit e veac’h galvet d’ar stad a briedelez, considerit an dispositionou a dleit da gaout evit ober un eured mad, eürus ha santel. Da guenta, songit da gonservi bepret un intantion bur ha chast, songit da zimizi non pas evit ho contantamant nac evit ar blijadur, mæs abalamour ma credit beza galvet gant Doue d’ar
stad-ze, ha ma esperit ober quent ho silvidiguez ennàn, evit ne raec’h en un all.

D’an eil, seul ma tostaï an amser da eureugi, redoublit ho pedennou evit tenna graç Doue var hoc’h eured. Songit hoc’h eus ezom eus a gals a c’hraçou evit beva ervad er stad-ze ; pep stad en deus e boan, hac ar stad a Bridelez ne deo quet an hini en deus an nebeuta ; poan so gant bugale pa vent bian, hac alies muy c’hoas pa vent deut bras ; speret an eil pried ne deo quet bepret henvel ouz speret eguile.

D’an drede, bezet e stad a c’hras pa recevot Sacramant a Briedelez : ur sacrileich eo e receo e stad a bec’het marvel, hac en em briva eo eus an oll graçou a dleffac’h da receo en hoc’h eured.

D’ar bevare, tremenit devez an eured gand modesti, gant temperans, en ur fæçon christen.

Peguen neubeut a zeu da zimizi gant an dispositionou-ze ! Ha soueset e
tleer beza mar gueler quement a zivisionou, a zisurzou, a valeuriou en tieguezou, pa zeu quen neubeut a dud da zimizi hervez Doue ! Eleac’h ar burete, ar beden hac an alusen, pere a so ar moyenou da gouvia Jesus d’e eured, ne veler alies nemet impurete, ebatou, dansou, meventiou quent ha goude an eured. E guirionez, hac ennes eo ar voyen da denna benediction ha graç Doue var e eured ?
Reflexion varnomp hon-unan.

Mar hoc’h eus grêt deja ar choas eus ur stad a vuez, mar hoc’h eus deja grêt ho fortun, ha c’hui ho poa, abars en em angagi, eximinet mad ho vocation ?

Mar d’oc’h angaget e stad a Briedelez, ha c’hui ho poa an dispositionou necesser evit receo santelamant ar Sacramant-ze ?

Penaus hoc’h eus-hu tremenet an devez eus hoc’h eured ?

Goulennit pardon digant Doue eus ar fautou ho pe grêt. Songit d’o repari dre hoc’h œuvrou mad ; ha
souffrit pant ur speret a binigen ar boan eus ho stad.

Tud yaouanc, c’hui pere noc’h eus quet c’hoas grêt ar choas eus a ur stad a vuez, commancit ur bloas pe zaou abars quemer ho resolution da c’houlen sclerigen an Eê. Offrit alies da Zoue ho pedennou hac ho communionou en intantion-ze, ha grit bemde ar beden-mâ : Va Doue, me a fell din a-gren ober ma silvidiguez, coustet pe gousto. Grit din, va Doue, anaout al lec’h hac ar stad e pehini e fell deoc’h ho servichen, hac e pehini e allin ober va silvidiguez gant muy a assurans. En em abandoni à ràn etre ho taouarn, disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h.

A V I S.
Pa ve Pasq abred, a ve neubeutoch a Suliou goude ar Rouane, da lavaret eo, etre ar Rouane hac ar Septuagesim, pehini a erru bepret pemzec dez abars ar Sul ened,

neuse e ve ive muy a Suliou goude ar Pantecost, da lavaret eo etre ar Pantecost hac an Azvent. Mar gu’erru eta Sul ar Septuagesim goude an eil, pe an drede, pe ar bevare, pe ar bempet Sulvarlerc’h ar Rouane, e reot ar Veditation merquet evit Sul ar Septuagesim, hac e tremenot ar re all, pere o devezo o flas goude an drede Sul varn-uguent varlerc’h ar Pantecost, hervez ma ê merquet eno.