Mont d’an endalc’had

Abrege eus an Aviel/Chapistr 6

Eus Wikimammenn
◄   Evit ar sul goude Nedelec Evit ar sul quenta goude ar Rouane Evit an eil sul goude ar Rouane   ►


Evit ar Sul quenta goude ar Rouane.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS d’an oad a zaouzec vloaz a yeas gant Sant Joseph ha gant e Vam beniguet da visita an Templ a Jerusalem en un deiz solennel. Pa voe achu ar solennite eus ar Gouel, ar Verc’hes Sacr ha Sant Joseph a bartias evit mont d’ar guær, o songeal e teue Jesus e compaignunez re-all eus o anaoudeguez hac eus o c’herent. Pa voent avancet en hent, en em lequezont d’e glasq ha d’e c’houlen, mæs evel n’er c’hefzont quet, e tistrojont var o c’his da Jerusalem, affliget ha desolet : e gavout a rejont en Templ e creis an Doctoret eus al Lesen, da bere e explique ar Scritur Sacr.

Meditation var ar c’holl eus a c’hraç Doue, ha var ar voien da repari ur c’holl quer bras.

An Itron Varia a oa affliget heb gallout en em gonsoli, abalamour ma voa dianquet Jesus ; ar pec’her a dle gant muy a ræson beza affliget ha caout e galon mantret pa en deus collet ar c’hras, pa en deus collet Doue.

Goëla a rit pa velit ho Tad, ho Mam pe ho Crouadur o vervel ; goëla a rit pa erru gueneoc’h ur c’holl temporel benac, ha ne ret van ebet pa gollit ar c’hraç, pa zeu hoc’h ene da vervel dre ar pec’het. Cousgoude en ur goll ar c’hraç-ze, e collit ar mad souveren, e collit ar Barrados, e collit Doue, e collit tout. Na voëlit quet evit c’holl eus a draou ar bed-mâ, ho taëlou n’o rentint quet deoc’h ; mæs goëlit abalamour ma hoc’h eus collet ar c’hraç, an daélou-ze a raï deoc’h he c’havout.

2. P. Considerit penaus ar Verc’hes santel querquent ha ma santas e oa dianquet he Map, a zistroas da Jerusalem d’e glasq ; evelse ive, pec’her, querquent ha ma hoc’h eus collet graç Doue, querquent ha ma ouc’h couët er pec’het, labourit da sortial eus ar stad maleürus-ze hep differi. Dangerus eo beva en ur stad e pehini ne falfe quet deoc’h mervel. Pa illit mervel e pep moment eus ho puez, na zifferit quet ho convesion. Iit da glasq Jesus-Christ en Templ eharz ur c’hovesour, eno eo er c’heffot.

Penaus ellet-hu beva ha cousquet e peoc’h o veva e stad a bec’het marvel ? Ha c’hui a oufe cousquet e repos var bord ur punç pe ur precipiç, ha gant ur serpant en ho querc’hen ?

Ma visac’h bet surprenet gant ar maro ebars er stad-ze, evel ma zeo digouet gant cals a re all, siouaz dezo, pelec’h e vec’h-hu bremâ ?

Reflexion varnomp hon-unan.

E pe stad emaoùn-me ? Ha me a so e graç Doue ? Ha me a so er meas eus e c’hraç ? Va c’houstianç ha ne reproch-y netra din ? N’emaoùn-me quet er stad a bec’het marvel ? Ha me a garre mervel er stad e peini en em gavàn bremâ ? Ret eo din eta sortial anezàn heb dale ; ret eo din en em lacât e stad da vont dirac Doue, pa bligeo gantàn va guervel.

O va ene, trugareca an Autrou-Doue da veza da zeportet bete vremâ ; profit eus an amser a ro did dre e vadelez, ha na zale quet pelloc’h da effaci da bec’hejou gant an daelou eus ar binigen, evit ober da beoc’h gant Doue hac antren en e c’hraç.