Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/256

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
252
An uguentvet Sul

net, ha d’ho servicha gant muy a fidelite ar rest eus va buez !



Evit an uguentvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


UR Prinç desolet hac affliget dre ma oa clàn e vap ha prest da vervell, o veza clevet ar vrud eus a Salver ar bed, a yeas d’e gavout hac er pedas da zont da velet e vap evit renta dezan ar yec’het. Jesus a lavaras dezàn : iit d’ar guer, ho map so pare. Ar Prinç a bartias souden, hac a gavas voar e hent e servicherien, gant pere e clevas ez oa yac’h e vap ha dispos. En em inform a reas pe da vare e oa guelleet dezàn, hac e anaveas ez oa d’ar memes mare ma en devoa lavaret dezàn hor Salver, pare eo ho map, ha cridi a eure e Jesus-Christ èn hac oll dud e dy.

Sant Yan. Ch. 4.
Meditation voar ar afflictionou.

1 P. Ar profit a brocuront deomp.