Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/302

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
298
Meditationou.

raich d’en em drec’hi va-unan ; roït din poaniou, afflictionou, croasiou, evel ma plijo gueneoc’h : n’am espernit quet er bed-mâ ; mæs va espernit, me ho supli, er bed-all.



MEDITATION.
Voar ar Pec’het Marvel.


COnsider, va ene, petra eo ar Pec’het Marvel. Ma sonches mad peguer grevus ha peguen horribl eo, ne gretes biquen e gommeti, ne oufes quet memes songeal ennàn hep horreur.

Pec’hi marvelamant, eo disprijout Doue, disprijout Jesus-Christ, hac en em goll e-unan.

1. P. Commeti ur pec’het marvel, eo disprijout Doue, car terri e Lesen eo, ober un dra eo control d’e volonte ha d’e Gourc’hemennou. Doue a zifen touet, difen a ra drouc-prezeg, difen a ra al laëronci, an impurete, ar vevinti, ha dindan boan a zaounation : ouspen, Doue a so presant partout ; guelet ha clevet a ra oll. Mar grêt eta en e bresanç ar pez a zifen, ha ne d’eo quet disprijout e autorite ? a ne d’eo quet discleria en effet ne sourcier quet nac eus e Varados pehini a bromet, nac eus an Ifern a behini e c’hourdrous ? Caret guell contanti e inclinationou direglet, caret guell plijout d’ar bed ha senti ouz an drouc-speret, pehini a