Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
299
Meditationou.

incit d’an drouc eguet respeti Doue pehini en difen ? O insolanç, o impiete !

2 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo disprijout Jesus-Christ, car en em c’hret eo Den dre garantez evidon ; en em rentet en deus suget d’an oll miseriou eus ar vuez-mâ, evit rei din exempl eus ar pez a dleàn da ober evit gounit ar Barados ; souffret en deus tourmanchou estrainch evit satisfia evit va fec’hejou hac obteni din graçou a silvidiguez. Ne doùn-me quet obliget da garet ur vadelez quer bras ? Ne dleàn-me quen ober un dra benac evit an hini en deus grét ha souffret quement evidon ? Ma en deffe un den grêt evidon ar c’hanvet eus ar pez hoc’h eus-hu grêt, va Salver, e tleffen e garet ha disquez dezàn va anaoudeguez. Mæs allas ! petra am eus-me grêt evidoc’h ? Elec’h songeal ennoc’h, elec’h ho caret, elec’h profita eus hoc’h exempl hac eus ho craçou, em eus grêt ar c’hontrol beo : rentet am eus inutil an oll poaniou ho poa quemeret evidon, rejetet am eus ar graçou ho poa meritet din, abandonet am eus va ene ha va silvidiguez, evit pere ho poa quement labouret. Ah ! disquiantet ma oùn ; ah ! ingrat, penaus e creden-me comparissa dirazoc’h en heur ar maro evit beza barnet ? Petra a respontin-me d’ar rebechou a reot din ?

3 P. Commeti ur Pec’het Marvel, eo en em goll e-unan. Pa em eus commetet ar